Er yezhoniezh e vez implijet an termen drevezadenn (saozneg : calque) war dachenn ar geriaouiñ hag an dermenadurezh evit komz eus ur ger pe un termen amprestet digant ur yezh all en ur dreiñ ster elfennoù an termen orin ger-ha-ger pe gwrizienn-ha-gwrizienn, da skouer "skrab-oabl" troet ger-ha-ger diwar ar saozneg "skyscraper" pe "logodenn" war dachenn an urzhiataerezh troet ivez diwar ar saozneg "mouse".
Disheñvel eo un drevezadenn diouzh un amprest degemeret en ur yezh war-eeun digant unan all hep na vije troet an elfennoù orin.
Drevezadennoù ha/pe amprestoù bet kemmet o stumm orin eo anvioù deizioù ar sizhun e brezhoneg, troet, evel e meur a yezh europek all hag evel an holl yezhoù keltiek, diwar al latin :
Alies e kaver an hevelep drevezadenn e meur a yezh war un dro peurliesañ abalamour d'al liammoù sevenadurel kenetreze, da skouer :